Home Page »  B »  Barzaz
   

Parrez Lok Malo Lyrics


Barzaz Parrez Lok Malo

Tuchantig 'erruey an hañv, 'di gorey ar pardonioù
Ni 'yey nimp toud war un dro da bardon Lok-Malo

Welehomp ni an dud yaouank ba 'e prosesionoù
Levrioù gante 'n o dorn o kaniñ kantigoù

Hag ar gonskried yaouank o tougen bannelegoù
Ar vailhañtañ anezhe o tougen Sant-Malo

Ar parrez e Lok-Malo 'zo ur parrez a-feson
Panevet an aotrou Maer, ar c'hure hag ar person

Panevet an aotrou maer, ar person hag ar c'hure
Doent treizet ur femelen, doe ket c'hoazh tri wec'h vle....

Gant tammigoù a gate ha bannac'higoù kafe
O lâret he chapeled, un noz e-tal he gwele

Med bremañ aotrou kure, c'hwi yey c'hwi da Wened
Da weled an aotrou eskob 'vit goulenn bout eskuzet

"Bonjour deoc'h aotrou eskob, setu me deuet d'ho kavet
Abalamour d'ur felañsein 'zo ganin erruet."

"Antreet aotrou kure, antreet en buro
Me 'rey deoc'h un tamm paper, c'hwi retorney en dro
Me rey deoc'h un tamm paper, c'hwi retorney en dro
Ne deullet ket ho amied deus parrez Lok-Malo."

...Ar parrez a Lok-Malo 'zo ur parrez a-feson
Panevet an aotrou maer, ar c'hure hag ar person...
Most Read Barzaz Lyrics


post malone to perform at 2026 fifa world cup closing ceremony
Post Malone To Perform At 2026 Fifa World Cup Closing Ceremony
Faith Thompson - 14 Jul 2026
music, tours, and motherhood: how rihanna stays connected on the road
Music, Tours, And Motherhood: How Rihanna Stays Connected On The Road
Evren E. - 29 Jun 2026
tom holland marries zendaya in a private wedding ceremony
Tom Holland Marries Zendaya In A Private Wedding Ceremony
Sasha Mednikova - 16 Jun 2026
the new hitmakers: how social media is rewriting the rules of music discovery
The New Hitmakers: How Social Media Is Rewriting The Rules Of Music Discovery
Chris Page - 05 Jun 2026
katy perry brings massive free concert to mexico fenapo festival
Katy Perry Brings Massive Free Concert To Mexico Fenapo Festival
Faith Thompson - 27 May 2026
Browse: